Mont d’an endalc’had

Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024

Eus Wikipedia
Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024
dilennadeg kannaded Bro-C'hall
StadFrañs Kemmañ
A dalv evit tiriadFrañs Kemmañ
Raklec'hiet gantdilennadeg kannaded Bro-C'hall 2022 Kemmañ
Deiziad30 Mez 2024, 7 Gou 2024 Kemmañ
Post da bourveziñkannad gall Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.interieur.gouv.fr/actualites/actualites-du-ministere/elections-legislatives-2024 Kemmañ
Reizhiad votiñVotadeg unanv gant div dro Kemmañ

Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024 a zo bet dalc'het d'an 30 a viz Even ha 7 a viz Gouhere 2024 evit dilenn 577 kannad ar XVIIvet lezennadur eus ar Pempvet Republik c'hall.

E 2027 e oa an dilennadeg da vezañ dalc'het, met galvet eo bet, tri bloaz a-raok fin al lezennadur, goude ma vije bet divodet ar Vodadenn Vroadel gant ar prezidant Emmanuel Macron, dre ma oa bet trec'het ar c'hengevread prezidantel Ensemble eus 17 poent gant ar Rassemblement National en dilennadegoù evit Parlamant Europa d'an 9 a viz Even 2024. Ar c'hwec'hvet gwech eo da welet un divodadur e-kerzh ar Pempvet Republik C'hall dre implij an artikl 12 eus ar Vonreizh hag ar wech kentañ eo da welet un divodadur e-kerzh ur pempbloaziad. Dre ma'z eo bet galvet e-kerzh ul leuriadur ez eo keñveriet gant trec'h souezhus Jacques Chirac e 1997.

A-raok an dro gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant meur a strollad eus an tu kleiz e voe aozet Talbenn nevez ar Bobl (Nouveau Front Populaire). En o zouesk emañ La France insoumise, ar Gomunourien, An Ekologourien, ar Sokialourien, ha strolladoù bihanoc’h evel Place Publique, Générations[1], ha re all (war-dro 25 anezho). Rannet e voe ar pastelloù-bro etrezo, hag envel a reas pep strollad e zanvezioù kannaded. Kudennoù a voe gant LFI pa nac’has envel 5 eus he izili, Alexis Corbière, Raquel Garrido, Danielle Simonnet, Hendrick Davi ha Frédéric Mathieu, un emzalc’h lakaet da « spurj » gant displegerien zo rak savet o doa a-enep da bennoù ar strollad, Jean-Luc Mélenchon ha Sophia Chikirou[2].

Re all a nac’has bezañ anvet gant ur strollad, evel François Ruffin, az eas gant e strolladig Picardie Debout e-lec’h LFI[3], pe Jérôme Guedj, sokialour chomet e-maez Talbenn nevez ar Bobl[4].

Tro gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Votet o deus 66,71% eus an dud enskrivet[5]. Aet ez eus 33,34% eus ar mouezhioù d’ar Rassemblement National hag an dud aliañset gantañ, 27,99% da Dalbenn ar Bobl Nevez (tu kleiz), ha 20,04% da Ensemble, ar strolladoù a-du gant Emmanuel Macron (kreiz)[5].

Dilennet ez eus bet 75 kannad: 37 eus ar Rassemblement National, 2 eus ar strolladoù aliañset gantañ, 32 eus Talbenn nevez ar Bobl, 2 eus Ensemble, 1 eus ar Republikaned, ha 2 eus an tu dehoù[5]. Mont a raio an danvez kannaded all d’an eil tro.

Trouz ez eus bet abalamour d’an disoc’hoù-se, ar re wellañ evit ar Rassemblement National en istor koulz e Bro-C’hall[6] hag e Breizh[7], ar pezh a oa kendalc'hadenn disoc'h an dilennadegoù evit Parlamant Europa.

Aet ez eus 217 danvez kannad diwar ar renk a-raok an eil tro e lec’hioù ma oa tri den pe muioc’h. Al lodenn vrasañ anezho o deus doujet da gemenn an "Talbenn Republikan", enni izili eus an tu kleiz pellañ, an tu kleiz, ar c’hreiz, hag an tu dehoù, evit mirout ouzh ar Rassemblement National da dapout ur muianiver absolut eus ar gannaded[8]; un nebeud o deus graet a-enep d’an tu kleiz[9].

Eil tro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit eil tro an dilennadeg kannad Frañs 2024 eo bet ar muiañ niver a votoù gant Talbenn Nevez ar Bobl, a-dreñv e vez Ensemble! (strollad prezidantel hag harperien), en trede plas emañ ar Rassemblement National[10]. Pa voe kroget embann an disoc'hoù, Jean-Luc Mélenchon en doa dalc'het ur brezegenn oc'h embann "Ar prezidant a rank gervel Talbenn Nevez ar Bobl evit ren", Marine Tondelier a embanne hi "Ni zo vont da ren"[11].

Setu disoc’h an dilennadeg[12]:

Kannaded dilennet hervez o strollad
Aliañs Strollad Niver a gannaded
Talbenn nevez ar Bobl La France Insoumise 71 180
Strollad Sokialour 64
An Ekologourien 33
Strollad Komunour 9
Re all 3
Ensemble Renaissance 98 163
MoDem 35
Horizons 26
Re all 4
UDI 1
Rassemblement National ha re aliañset Rassemblement National 126 143
RN-LR 17
Republikaned ha re aliañset LR 39 66
Liesseurt tu dehoù 25
UDI 2
Re all Liesseurt tu kleiz 12 25
Rannvroelourien 10
Liesseurt kreiz 2
Liesseurt 1

Evit Dominique Reynié kelenner e Sciences-po eo ret diwall rak hervezañ an tu kleiz en deus bet un trec'h mediatek muioc'h evit unan politikel: pa vez graet sammad hollad mouezhioù Talbenn nevez ar Bobl e vez tizhet 27.28% eus ar mouezhioù bet mouezhiet, 17% eus hollad an dud enskrivet. Aet eo war-gil an niver a voterien keñveriet gant an 9 a viz Even lec'h ma oa bet 33.7% met hep tennañ kandidad ebet. Keñveriañ a ra gant hollad mouezhioù an Rn hag harperien hag a dizh 37% eus ar mouezhioù bet mouezhiet. En holl an tu dehoù en deus bet 46.6% eus hollad ar mouezhioù. Ar Rassemblement National a zo 80% eus voterien an tu dehoù hag a zo talet gant an "Talbenn Republikan" padal an tu kleiz a zo er gwanañ eus istor ar Vvet Republik. Evitañ ez eus ur riskl gwallreuz politikel ma ne vez ket klevet ar milionoù a voterien eus an tu dehoù[13] Evit Emilien Houard-Vial, an "Talbenn Republikan" ne c'hell ket bezañ nemet un diskoulm berrbad rak ma ne vez ket selaouet klemmoù ar voterien e vo breskaet ar gredenn en demokratelezh c'hall[14]

Darvoudoù e-kerzh an dilennadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud dinac’het gant ar Rassemblement National[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zanvez kannad a zo bet dinac’het gant ar Rassemblement National abalamour d’o c’homzoù pe o emzalc’h, da skouer: bezañ gwisket ur gasketenn a oa arouezioù nazi warni, bezañ droukkomzet a-enep d’an dud a zo div vroadelezh ganto, d’ar re zu, d’ar Vaghrebiz, ha da re all. Un danvez kannad ne oa ket aotreet da vezañ dilennet hervez al lezenn, unan all n’eo ket bet gwelet pe klevet tamm ebet[15]. Dilennet ez eus bet daou anezho: Monique Grisetti, aozerez komzoù gouennelour hag iriennelour, ha Roger Chudeau, en doa droukkomzet a-enep da Najat Vallaud-Belkacem abalamour d’he div vroadelezh[16].

Tud dinac'het gant Talbenn Nevez ar Bobl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reda Belkadi, kandidat evit LFI/Talbenn Nevez ar Bobl a zo bet dinac'het evit skridoù enepyuzev war X[17] ha skarzhet e vo eus ar France Insoumise. N’eo ket bet dilennet[18].

Feulster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zarvoud feuls a zo bet e-kerzh prantad kabaliñ dilennadeg kannaded Bro-C'hall abaoe an tro gentañ. Gérald Darmanin en deus embannet ez eus bet taget 51 danvez kannad pe stourmer[19] hag e vo 30 000 archer ha jandarm, gant 5000 anezho e Pariz, evit talañ ouzh ar feulster a c'hellje bezañ pa vo embannet disoc'hoù an eil tro disul 7 a viz Gouhere[20].

War internet ez eus feulster diroll ivez evel gant al lec'hienn internet eus an Tu dehoù pellañ "Réseau libre - le réseau des patriotes", hag en deus embannet ul listenn tud (alvokaded dreist-holl) da lazhañ. A-dreñv al lec'hienn emañ Joël Michel Sambuis, un den repuet e Rusia[21].

Disoc'hoù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Rassemblement National a zo ar strollad o vezañ bet ar muiañ a vouezhioù, deuet eo da vezañ ar c'hentañ strollad politikel e Frañs. Deuet eo a-benn ar c'hengevread prezidantel da goll nebeutoc'h a sezoù evit ar pezh a oa bet rakwelet met kilet eo kalz memestra. Evel ma 'z eo kustum er vro eo bet kinniget e zilez gant ar c'hentañ ministr Gabriel Attal d'ar prezidant devezh war-lec'h disoc'hoù an eil tro. Emmanuel Macron en deus goulennet gantañ chom er post an amzer ma vo ezhomm da gavout un hinienn all da gemer ar post. Hervez ar prezidant eo ar soñj « asuriñ stabilded ar vro ».

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh melestradurel eo aet kalz war-raok ar Rassemblement National met hep kaout kannad ebet o vezañ dilennet. Ar strollad kentañ a zo bet hini ar prezidant gant 681 975 mouezh, a-dreñv emañ an RN gant 544 601. Talbenn nevez ar Bobl a dap 346 000 mouezh, hag a zo trede [22]. Ul lamm bras spontus eo gant an RN en ur rannvro na oa ket unan troet gant an tuioù pellañ betek-henn. Johanna Rolland, maerez Naoned, a zo bet karget gant ar Strollad Sokialour Gall da varc'hata evit Talbenn Nevez ar Bobl ha strolladoù all. Embann a ra bezañ dedennet da labourat gant tu kleiz ar Vacronourien[23].

An Emsav[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù rannvroelourien Breizh e dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024

An Emsav n'eo ket bet gwall glevet e-kerzh dilennadegoù kannaded Bro-C'hall 2024. Nebeut danvez dilennidi a oa bet war ar renk, re Strollad Breizh ha tud harpet. Paul Molac, rannvroelour eus an tu kleiz, a zo bet addilennet e pevare pastell-vro ar Mor-Bihan, harpet e oa gant an UDB ha Strollad Breizh. Tapet en deus 35,84 % eus ar mouezhioù en dro gentañ ha 65,12 % eus ar mouezhioù en eil tro[24].

An UDB en devoa klasket bezañ degemeret en Talbenn Nevez ar Bobl met ne oa ket bet[25].

Strollad Breizh a zo deuet a-benn da vont war gresk a-fed niver a voterien hag a oa bet o kaout danvez kannaded war ar renk evit an daou dro[26].

E pempvet pastell-vro Penn-ar-Bed eo aet Marcel Berrou, eus ar strollad Breizh War Raok !, war ar renk[27]. Tapet en deus 1 807 mouezh, pe 2,54 % eus ar mouezhioù[28].

Kentañ ministr nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalzig tud a zo dedennet evit dont da vezañ ar c'hentañ ministr nevez. Clémentine Autain, Jean-Luc Mélenchon, a lavar bezañ dedennet gant post ar c'hentañ-ministr[29]. Olivier Faure penn ar Strollad Sokialour Gall en deus disklêriet d'an 9 a viz Gouhere e oa prest da vezañ kentañ ministr ivez [30]. Dre ma fell d'ar prezidant derc'hel Gabriel Attal evel kentañ ministr ha dre m'eo chomet hep goulenn gant Talbenn nevez ar Bobl da sevel ur gouarnamant nevez eo fuloret Jean-Luc Mélenchon, Adrien Quatennens eus LFI en deus galvet war X d'ur valeadeg ramzel war Matignon evit ma vije eus ur c'hentañ ministr eus an tu kleiz [31].

Evit tizhout un emglev etre strolladoù Talbenn nevez ar Bobl eo bet kinniget dibab un den eus an tu kleiz, tost eus ar strolladoù-mañ hep bezañ ezel anezho, evel Huguette Bello[32].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Nouveau Front Populaire. Nouveau Front Populaire (2024).
  2. «Une purge» : LFI ne réinvestit pas les députés frondeurs Corbière, Garrido ou Simonnet aux législatives 2024. Libération (2024).
  3. (fr) Ruffin, la vie sans Mélenchon. La Tribune (2024).
  4. Législatives : Jérôme Guedj en tête de la 6e circonscription de l’Essonne.. Le Point (2024).
  5. 5,0 5,1 ha5,2 (fr) Législatives 2024 : les résultats définitifs du 1er tour, le RN et ses alliés en tête, participation en forte hausse. LCP (2024).
  6. (fr) Législatives 2024 : au RN, l’euphorie d’un score historique qui place l’extrême droite aux portes du pouvoir. Le Monde (2024).
  7. (en) Brittany Was Once Barren Ground for France’s Far Right. No More.. The New York Times (2024).
  8. (fr) Législatives 2024 : combien de triangulaires au second tour ? La carte avant et après les désistements. Le Nouvel Obs (2024).
  9. (fr) Législatives : quatre désistements RN, dont un face à la philippiste Naïma Moutchou. Le Figaro (2024).
  10. (fr) Pierre Godon, Fabien Jannic-Cherbonnel hag Alice Galopin, "Résultats du 2d tour des législatives 2024 : François Hollande, élu député en Corrèze, affirme qu'il n'est "pas candidat" pour former un gouvernement", Franceinfo, 8 a viz Gouere 2024
  11. (fr) Noémie Lair, "Législatives 2024 : le Nouveau Front populaire doit "gouverner", assurent les différents partis de gauche", France Bleu, 7 a viz Gouere 2024
  12. (fr) Résultats des élections législatives 2024 : découvrez la composition de la nouvelle Assemblée nationale. France Info (2024).
  13. https://www.lefigaro.fr/vox/politique/dominique-reynie-pour-les-francais-ce-n-est-pas-rien-de-voir-que-l-on-s-est-ligue-pour-empecher-la-victoire-du-premier-parti-de-france-20240709
  14. https://www.lemonde.fr/idees/article/2024/07/09/emilien-houard-vial-politiste-le-front-republicain-en-n-offrant-qu-une-reponse-negative-a-une-situation-politique-ne-peut-se-suffire-a-lui-meme_6248229_3232.html
  15. Casquette nazie, propos racistes et antisémites, curatelle : ces candidats RN aux législatives qui font polémique. France Bleu (2024).
  16. Résultats des élections législatives 2024 : les "brebis galeuses" et candidats problématiques du Rassemblement national ont-ils été élus ?. France Info (Gouere 2024).
  17. (fr) Joanna Wadel hag AFP, "Législatives 2024 : un candidat LFI perd son investiture pour des tweets antisémites", RTL, 27 a viz Even 2024
  18. CARTE. Marc Fesneau en difficulté, le Rassemblement national en tête : les résultats du 1er tour des élections législatives dans le Loir-et-Cher. France 3 (Gouere 2024).
  19. (fr) Direct Législatives 2024 : depuis le début de la campagne, "51 candidats ou militants ont été agressés physiquement", annonce Gérald Darmanin. France Info (2024).
  20. (fr) "Elections législatives: Gérald Darmanin annonce 30.000 policiers et gendarmes mobilisés pour le second tour", nice-matin, 4 a viz Gouere 2024
  21. (fr) "Un site d’extrême droite menace de morts des personnalités de gauche et un avocat", Ouest-France, 9 a viz Gouere 2024
  22. (fr) Législatives. Le jour d’après en Bretagne…. Ouest france (2024).
  23. https://www.ouest-france.fr/elections/legislatives/direct-legislatives-les-tractations-pour-trouver-un-premier-ministre-se-poursuivent-da1f0981-6dbb-42a1-ab0c-efecd1bd1c5a
  24. (fr) "Publication des candidatures et des résultats aux élections - Législatives 2024 - 4ème circonscription (5604)", Minitrerezh an Diabarzh hag an Tramor
  25. (fr) "Les partis parisiens excluent l’Union démocratique bretonne du Nouveau front populaire.", udb.bzh, 17 a viz Even 2024
  26. (fr) "Législatives 2024 : le Parti Breton remercie ses électeurs et trace des perspectives pour le second tour.", partibreton.bzh, 2 a viz Gouere 2024
  27. (fr) "Législatives 2024 : Marcel Berrou, candidat des régionalistes sur la 5e circonscription du Finistère", Le Télégramme, 16 a viz Even 2024
  28. (fr) "Publication des candidatures et des résultats aux élections - Législatives 2024 - 5ème circonscription (2905)", Minitrerezh an Diabarzh hag an Tramor
  29. https://www.ouest-france.fr/elections/legislatives/direct-legislatives-les-tractations-pour-trouver-un-premier-ministre-se-poursuivent-da1f0981-6dbb-42a1-ab0c-efecd1bd1c5a
  30. https://www.lepoint.fr/politique/olivier-faure-se-dit-pret-a-assumer-la-fonction-de-premier-ministre-09-07-2024-2565215_20.php
  31. Alerte ! Macron veut nous voler la victoire et manœuvre pour faire barrage à l’application du programme du #NouveauFrontPopulaire. Le seul souverain que la République connaisse, le peuple, doit le faire céder. Pourquoi pas une grande marche populaire en direction de Matignon ?
  32. Pourquoi le PCF, LFI et les Verts soutiennent la piste Huguette Bello comme première ministre au nom du Nouveau Front populaire. Le Monde (Gouere 2024).