Mont d’an endalc’had

Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024

Eus Wikipedia
Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024
dilennadeg kannaded Bro-C'hall
StadFrañs Kemmañ
A dalv evit tiriadFrañs Kemmañ
Raklec'hiet gantdilennadeg kannaded Bro-C'hall 2022 Kemmañ
Deiziad30 Mez 2024, 7 Gou 2024 Kemmañ
Post da bourveziñkannad gall Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.interieur.gouv.fr/actualites/actualites-du-ministere/elections-legislatives-2024 Kemmañ
Reizhiad votiñVotadeg unanv gant div dro Kemmañ

Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024 a zo bet dalc'het d'an 30 a viz Even ha 7 a viz Gouhere 2024 evit dilenn 577 kannad ar XVIIvet lezennadur eus ar Pempvet Republik c'hall.

E 2027 e oa an dilennadeg da vezañ dalc'het, met galvet eo bet, tri bloaz a-raok fin al lezennadur, goude ma vije bet divodet ar Vodadenn Vroadel gant ar prezidant Emmanuel Macron, dre ma oa bet trec'het ar c'hengevread prezidantel Ensemble eus 17 poent gant ar Rassemblement National en dilennadegoù evit Parlamant Europa d'an 9 a viz Even 2024. Ar c'hwec'hvet gwech eo da welet un divodadur e-kerzh ar Pempvet Republik C'hall dre implij an artikl 12 eus ar Vonreizh hag ar wech kentañ eo da welet un divodadur e-kerzh ur pempbloaziad. Dre ma'z eo bet galvet e-kerzh ul leuriadur ez eo keñveriet gant trec'h souezhus Jacques Chirac e 1997.

A-raok an dro gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant meur a strollad eus an tu kleiz e voe aozet Talbenn nevez ar Bobl (Nouveau Front Populaire). En o zouesk emañ La France insoumise, ar Gomunourien, An Ekologourien, ar Sokialourien, ha strolladoù bihanoc’h evel Place Publique, Générations[1], ha re all (war-dro 25 anezho). Rannet e voe ar pastelloù-bro etrezo, hag envel a reas pep strollad e zanvezioù kannaded. Kudennoù a voe gant LFI pa nac’has envel 5 eus he izili, Alexis Corbière, Raquel Garrido, Danielle Simonnet, Hendrick Davi ha Frédéric Mathieu, un emzalc’h lakaet da « spurj » gant displegerien zo rak savet o doa a-enep da bennoù ar strollad, Jean-Luc Mélenchon ha Sophia Chikirou[2].

Re all a nac’has bezañ anvet gant ur strollad, evel François Ruffin, az eas gant e strolladig Picardie Debout e-lec’h LFI[3], pe Jérôme Guedj, sokialour chomet e-maez Talbenn ar Bobl Nevez[4].

Disoc’hoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Votet o deus 66,71% eus an dud enskrivet[5]. Aet ez eus 33,34% eus ar mouezhioù d’ar Rassemblement National hag an dud aliañset gantañ, 27,99% da Dalbenn ar Bobl Nevez (tu kleiz), ha 20,04% da Ensemble, ar strolladoù a-du gant Emmanuel Macron (kreiz)[5].

Dilennet ez eus bet 75 kannad: 37 eus ar Rassemblement National, 2 eus ar strolladoù aliañset gantañ, 32 eus Talbenn ar Bobl Nevez, 2 eus Ensemble, 1 eus ar Republikaned, ha 2 eus an tu dehoù[5]. Mont a raio an danvez kannaded all d’an eil tro.

Trouz ez eus bet abalamour d’an disoc’hoù-se, ar re wellañ evit ar Rassemblement National en istor koulz e Bro-C’hall[6] hag e Breizh[7], ar pezh a oa kendalc'hadenn disoc'h an dilennadegoù evit Parlamant Europa.

Aet ez eus 217 danvez kannad diwar ar renk a-raok an eil tro e lec’hioù ma oa tri den pe muioc’h. Al lodenn vrasañ anezho o deus doujet da gemenn an "Talbenn Republikan", enni izili eus an tu kleiz pellañ, an tu kleiz, ar c’hreiz, hag an tu dehoù, evit mirout ouzh ar Rassemblement National da dapout ur muianiver absolut eus ar gannaded[8]; un nebeud o deus graet a-enep d’an tu kleiz[9].

Darvoudoù e-kerzh an dilennadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud dinac’het gant ar Rassemblement National[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zanvez kannad a zo bet dinac’het gant ar Rassemblement National abalamour d’o c’homzoù pe o emzalc’h, da skouer: bezañ gwisket ur gasketenn a oa arouezioù nazi warni, bezañ droukkomzet a-enep d’an dud a zo div vroadelezh ganto, d’ar re zu, d’ar Vaghrebiz, ha da re all. Un danvez kannad ne oa ket aotreet da vezañ dilennet hervez al lezenn, unan all n’eo ket bet gwelet pe klevet tamm ebet[10].

Tud dinac'het gant Talbenn Nevez ar Bobl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reda Belkadi, kandidat evit LFI/Talbenn Nevez ar Bobl a zo bet dinac'het evit skridoù enepyuzev war X[11] ha skarzhet e vo eus ar France Insoumise.

Feulster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zarvoud feuls a zo bet e-kerzh prantad kabaliñ dilennadeg kannaded Bro-C'hall abaoe an tro gentañ. Gérald Darmanin en deus embannet ez eus bet taget 51 danvez kannad pe stourmer[12] hag e vo 30 000 archer ha jandarm, gant 5000 anezho e Pariz, evit talañ ouzh ar feulster a c'hellje bezañ pa vo embannet disoc'hoù an eil tro disul 7 a viz Gouhere[13].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Nouveau Front Populaire. Nouveau Front Populaire (2024).
  2. «Une purge» : LFI ne réinvestit pas les députés frondeurs Corbière, Garrido ou Simonnet aux législatives 2024. Libération (2024).
  3. (fr) Ruffin, la vie sans Mélenchon. La Tribune (2024).
  4. Législatives : Jérôme Guedj en tête de la 6e circonscription de l’Essonne.. Le Point (2024).
  5. 5,0 5,1 ha5,2 (fr) Législatives 2024 : les résultats définitifs du 1er tour, le RN et ses alliés en tête, participation en forte hausse. LCP (2024).
  6. (fr) Législatives 2024 : au RN, l’euphorie d’un score historique qui place l’extrême droite aux portes du pouvoir. Le Monde (2024).
  7. (en) Brittany Was Once Barren Ground for France’s Far Right. No More.. The New York Times (2024).
  8. (fr) Législatives 2024 : combien de triangulaires au second tour ? La carte avant et après les désistements. Le Nouvel Obs (2024).
  9. (fr) Législatives : quatre désistements RN, dont un face à la philippiste Naïma Moutchou. Le Figaro (2024).
  10. Casquette nazie, propos racistes et antisémites, curatelle : ces candidats RN aux législatives qui font polémique. France Bleu (2024).
  11. (fr) Joanna Wadel hag AFP, "Législatives 2024 : un candidat LFI perd son investiture pour des tweets antisémites", RTL, 27 a viz Even 2024
  12. (fr) Direct Législatives 2024 : depuis le début de la campagne, "51 candidats ou militants ont été agressés physiquement", annonce Gérald Darmanin. France Info (2024).
  13. (fr) "Elections législatives: Gérald Darmanin annonce 30.000 policiers et gendarmes mobilisés pour le second tour", nice-matin, 4 a viz Gouere 2024